Ar BTS publik kentañ e Breizh war ar c'hleweled a zo bet digoret
Disadorn e oa dorioù digor lise Jean-Marie Le Bris e Douarnenez. Eno ez eus bet digoret ur stummadur nevez en distro-skol-mañ, ar BTS Kleweled. Ar stummadur kentañ war ar c'hleweled e vo en deskadurezh publik e Breizh. Hag ar stummadur kentañ ha nemeti eo a zo kinniget e kêr ar pennoù-sardin goude ar vachelouriez. Ar sevener Avel Corre a zo kelenner evit an dermennidi en opsion kleweled e lise Jean-Marie Le Bris. Displegañ a ra deomp hiroc'h war ar BTS nevez-mañ.
Ar sevener eus Douarnenez Avel Corre a oa ouzh mikro Metig Jakez-Vargas. Div hentenn a zo kinniget evit poent gant ar BTS nevez-mañ, war ar frammañ hag ar produiñ. Hentennoù all a c'hellfe bezañ digoret er bloavezhioù o tont, war ar filmañ pe ar seveniñ da skouer.